Skourr vrezhonek Levraoueg Aodoù-an-Arvor e Kawan
O prientiñ staliadur ur skourr hollvrezhonek e-barzh savadur Ti ar Vro Treger-Goueloù Kawan emañ Levraoueg Aodoù-an-Arvor abaoe miz Even 2007.
Daou bal a zo gant ar raktres :
- Krouiñ ul levraoueg hollvrezhonek, teulioù a bep seurt enni (levrioù, pladennoù-arc'hant, filmoù, kazetennoù, …) : gellout a raio pep hini dont da furchal en dalc'had war al lec'h. Ne vo ket aotreet an amprestoù avat : dre-se e c'hello al levroueg bezañ ul lec'h a-feson evit studiañ hag ober enklaskoù. Aet eo ul lodenn eus dalc'had lec'hel Levraoueg Aodoù-an-Arvor da Gawan. Kresket e vo dalc'had Kawan tamm-ha-tamm, betek dont da vezañ ur greizenn ziazez war dachenn ar brezhoneg ;
- Degemer dielloù ar skrivagnerien vrezhonek. Perzh dibar al levraoueg an hini eo : ober war-dro an dielloù a-benn gwareziñ ar glad-se ha stourm evit ma ne vefe ket kollet. Graet e vo war o zro en un doare vicherel, gant binvioù arbennik. Miret-mat e vo an dielloù fiziet. Gellout a raio ar re a zo dielloù kozh ganto lakaat anezho e Kawan goude bezañ sinet ur gevrat-fiziañ gant al levraoueg. Er mod-se e chomo perc'henn an dud war an dielloù fiziet.
Ar raktres dibar-mañ a vo un arouez eus politikerezh Departamant Aodoù-an-Arvor war dachenn skoazell ar brezhoneg.
Pal all skourr Levraoueg Aodoù-an-Arvor e Kawan a zo dont da vezañ ul lec'h-eskemm : aozet e vo evit-se abadennoù sevenadurel liammet gant dalc'hadoù ha kefridioù al levraoueg. Kemer a raio perzh al levraoueg e buhez Ti ar Vro.
Abaoe an 21 a viz Meurzh 2009 eo digor skourr Kawan d'an holl.
Degemer mat deoc'h!
Levraoueg Aodoù-an-Arvor
Skourr Kawan
Ti ar Vro
Hent Jean Monnet
22140 KAWAN
Pgz. 02.96.49.12.06

digg it
del.icio.us